
Ur paourkaezh jav lakaet e pinijenn en ur prad distro. N'eus ken 'met Aziliz evit ober war e dro, dindan selloù Gontran, mab kont Keranglod. A-greiz-holl e teu mare ar Jiletennoù Melen. Ha tad Aziliz, dilabour, da vont d'o heul. Hag Aziliz. Ha Gontran. Chenchet eo penn d'ar vazh.