Frank Caro : eus Gouezeg da New York : remzad ur marc'hadour hendraezoù sinaat
Livre

Frank Caro : eus Gouezeg da New York : remzad ur marc'hadour hendraezoù sinaat

de Gwenael Maze

Frank Caro

Eus Gouezeg da New York

danevell

Penaos e teuas ur c'houer yaouank genidik eus Gouezeg da vezañ un arbennigour eus an hendraezoù sinaat, anavezet er bed a-bezh ? Setu ar pezh a gont amañ Gwenael Maze. E ti Yeun ar Gow eo e kejas Gwenael gant un den dianav dezhañ, anavezet mat padal gant ar skrivagner, hag o vrezhonegañ gant ur pouez-mouezh amerikan. Kejadenn verr, peadra avat da vroudañ e guriusted...

Goude tri dastumad arnodskridoù embannet gant Aber, Iliz hag Emsav, Emsav hag Istor, Yezh hag Emsav, Gwenael Maze a studi remzad un harluad brezhon a ouezas emober un tonkad dieil en ur bed hag en ur metoù na oa tamm ebet prientet da gemer e lec'h enno.