Koroll an dasorc'h : ha danevelloù all
Livre

Koroll an dasorc'h : ha danevelloù all

de Fulup Lannuzel

An nav danevell a ya d'ober an dastumad-mañ a zo bet urzhiet hervez red an amzer, eus an XVIIvet kantved betek an amzer da zont, bloavezh 2027 evit an danevell ziwezhañ : Pont an Diaoul.

Ur bed faltaziet eo a vez livet deomp met gwriziennet don er gwirvoud ivez abalamour d'an darvoudoù gwirion a zo anv anezho e lod eus an danevelloù, abalamour d'an deskrivañ resis, pizh a ra Fulup Lannuzel eus takadoù zo, eus kêr Vrest hag he savadurioù hag ivez ar maezioù, an natur tro-war-dro deomp.