Marv sant Tremeur
Livre

Marv sant Tremeur

de Jean Roudot

« Gwenc'hlan

Petra a glevañ-me ? Perak'on-me bevet

Keit all evit klevout ar pezh am eus klevet ?

Klevet mouezhioù drouized o sevel'enep-din,

'Enep din o sevel da vouezh, Taliesin !

An Drouized dirazon rannet e div rummad,

Gant tan-gwall ar veñjañs a verv o daoulagad,

Emañ o c'hlezeier ganto 'tre o daouarn !

En-dro din luc'hadenn an dir, trouz an houarn...

Eneoù an Drouized kozh, diwallerien ar vro,

Deredit amañ holl eus a beoc'h ar marv,

Da zistanañ o gwad hag o c'halon direizh ! »

e brezhoneg !