
Pa gav ar skolaerez al linennoù-se er gelaouenn Trompilh
an Olifanted, petra a ra ? Hastañ buan respont da gemer al
labour ! Skuizh eo aet ar paourkaezh plac'h o kelenn e skol
ar c'hevnid ! Ha hi war nij da Afrika. Eno, er c'hoadoù-meur,
n'eo ket heñvel an olifanted ouzh ar pezh zo skrivet
el levrioù. Ha ne vez ket sioul ar stêrioù atav.