Tommadur an hin : kefridi Tara en Arktika
Livre

Tommadur an hin : kefridi Tara en Arktika

de Lucie Le Moine

Deomp da zizoleiñ pinvidigezh ar meurvorioù !

Anavezout a ra mat Billy ar mor ha tommadur an hin : studiañ a ra he mamm ar skornegoù o teuziñ e bourzh ur vag skiantel, ar oueletenn Tara.

Kinnig a ra Billy pediñ er bourzh tud yaouank eus pep korn eus ar bed, en o aez gant an teknologiezhioù nevez, evit sikour da gizidikaat an dud.

Setu penaos e teu Vadim, Josephyn ha Moussa en akipaj evit ur veaj skiantel a gaso anezho pelloc'h eget ar c'helc'h polel !

Un avantur ekologel birvidik evit kompren gwelloc'h penaos e cheñch hor planedenn hag ar meurvorioü abalamour da dommadur an hin.